Panelloù e brezhoneg ha gallaoueg e Arganted ar Genkiz
Panelloù e brezhoneg hag e gallaoueg a zo bet staliet e Arganted ar Genkiz (35) e bro Gwitreg. Tomm eo ar maer Jean-Noël Bévière ouzh yezhoù Breizh. Rener ur skol divyezhek brezhoneg-galleg e Gwitreg eo hemañ. E Gwitreg justawalc’h e vo sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » gant ar gumun da geñver ar c’huzul kêr kentañ. Ha panelloù en hor