
Pleuveur-Gaoter (Treger) : Mank a ra 4 bugel evit digeriñ an hentenn divyezhek er skol !
D’an eur ma skrivomp al linennoù-mañ e vank c’hoazh 4 bugel e skol bublik Pleuveur-Gaoter evit digeriñ un hentenn divyezhek brezhoneg-galleg d’an distro-skol. 10 skoliad a zo rekis evit digeriñ ur c’hlas skol-vamm ha 6 nemetken a zo enskrivet betek-henn. Ur skolaerez divyezhek a zo bet anvet dija. Prest eo pep tra, sinet eo bet ar paperachoù gant an deskadurezh-stad