Sant-Nazaire : re a drafikañ dramm, ur « steuñv ober » a vo lakaet e pleustr gant Samzun

Publicité

Ampouezonet eo kêr Sant-Nazer gant an trafikañ dramm. Ur spont ! Embannet eo bet gant ar maer PS David Samzun e vo lakaet e « steuñv ober » e pleustr evit cheñch penn d’ar vazh. Da gentañ-holl e vo kreñvaet ar polis-kêr. 10 poliser a oa e 2016 pa voe savet ar servij, a-benn 2023 e vo 10 gwazour ouzhpenn ! Ha petra vo lavaret gant LFI ? Setu 10 « drouglazher » ouzhpenn o klask boued er straedoù, neketa ?

Karter Méan-Penhouët a zo e kreiz an divizoù. Deuet eo ar c’harter-mañ da vezañ kreizig-kreiz an trafikoù e Sant-Nazer. Hag eñ karter micherourion ar Chantieroù gwechall ! Gant an tavarnioù ma’z ae kantadoù a vichourion o pakañ ur banne goude o devezh labour ! Bremañ emañ kentoc’h ar c’harter e dalc’h poblañsoù zo…Met peseurt re, livirit din ?

Ouzhpenn d’ar polis-kêr e vo kreñvaet ar sistem a gameraioù evezhiañ ivez : 500 000€ a vo lakaet e-barzh gant an ti-kêr ! 40 kamera a seurt-se a zo dija e Sant-Nazer ha 40 ouzpenn a vo staliet a-benn 2023, en o zouez 6 e karter Méan-Penhouët. Mod-se e c’hello an drafikerien tennañ warno ?

Ur c’hi enep-drogach a vo prenet evit sikour ar boleserien-kêr ivez.

Evit poent n’eo ket bet klevet huchadennoù an dilennidi LFI er c’huzul-kêr.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.