Laeroñsi gant armoù e Bro-Raez : an termaji barnet digablus a chomo en toull-bac’h memestra

Publicité

Daou goñvers a oa bet laeret gant armoù e Bro-Raez d’ar 27 ha 29 a viz meurzh : unan e Sant-Leven-ar-C’hoad hag egile e Sant-Filberzh-Deaz. Bewech, an daou laer a oa mouchet o dremm. Diaes da anavezout anezho neuze. Diouzhtu e soñjas an archerien e daou zen : ur eontr hag e niz. Termajied an daou hag anavezet mat e archerdioù ar vro evit un aridennad a laeroñsi ha trafikoù a bep seurt. Ha justawalc’h, goude an daou « brakaj »-mañ e oa bet serret an niz evit brakajoù all. Abaoe-se emañ en toull-bac’h.

Met tro-dro d’an daou goñvers n’eus tamm videoevezhierezh ebet. Dibosupl da c’houzout sklaer hag int eo pe get. Diouzh ar pezh o deus gwelet an daou goñversant unan anezho a denne kalz d’an hini en deus lakaet ur bistolenn dindan o frioù memestra. Ha ma… ? Hervezañ e c’hellfe bezañ un « den pakret dezhañ ». Adkavet eo bet e ADN war un tamm pilh memestra met, hervez e vreutaer, e c’hellfe bezañ servijet d’un den-kar evit goloiñ an arm a servijas d’al laeroñsi.

A-benn ar fin eo bet didamallet dre ziouer a brouennoù sur. Met chom a raio en toull-bac’h memestra rak diskredet eo bet laeroñsioù all warnañ. Ha kavout a ra gwelloc’h e familh e chomo er prizon forzh penaos rak mod-se ne c’hello ket en em reiñ d’ar gokain !

Setu ur gwir chañs evit Breizh !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.