Ar vanifestadeg evit an anvioù-lec’h brezhonek nullet e Plouezoc’h abalamour d’ar gaochisted

Setu. Nullet eo bet manifestadeg Plouezoc’h evit difenn an anvioù-lec’h brezhonek. D’an 22 a viz meurzh e oa bet deiziataet ar vanifestadeg-mañ. Ha perak eo bet nullet ? Peogwir o deus bet aon an aozerien e vefe bet rebechet dezho, gant ur c’homite teodule antifa bennak, e vefe deuet « tud eus an tu-dehou pellañ » er vanifestadeg.

E Plouezoc’h, d’ar votadegoù Europa, o doa rastellaet Jordan Bardella + Marion Maréchal muioc’h eget 21% eus ar mouezhioù. Un den diwar 5 ! Met n’en deus ket komprenet an Emsav mod « kozh nevez » en deus cheñchet ar bed, cheñchet Breizh. Echu ar bloavezhioù 70-90 ! Marv eo Jean-Marie Le Pen. N’eo ket mui Breizh ur vro « hag a stourm ouzh an RN ». A votadeg da votadeg ez a « an tu-dehou pellañ » war-raok e Breizh evel e pep lec’h en Europa ha pelloc’h. Perak ? Peogwir ez eus muioc’h-mui a estrañjourion en hor bro hag emañ o treiñ fall ar « c’henvevañ » santel. Netra ken.

Met chomet eo bac’het an Emsav er bloavezhioù 90. Evel « Indochine » !

Aze ne fell ket d’ar gevredigezh KLT e teufe « tud eus an tu-dehou pellañ » er vanifestadeg evit an anvioù-lec’h brezhonek. Met un den diwar pemp an hini eo a vot evit an « tu-dehou pellañ e Plouezoc’h. E Garlan, ar gumun tostañ en doa Jordan Bardella tizhet an 24,13% er votadegoù Europa. Mui 2,61% evit Marion Maréchal. E Lanmeur e oa 27,12% evit an RN hag all hag all.

KLT n’en deus ket gwelet ar cheñchamant-mañ. Emañ ar CGT, LFI pe Ar Re C’hlas en o izelañ kar traïset o deus ar bobl. Dibabet o deus ar « bobl nevez ». Ha bremañ n’eo ket mui ar vrezhonegerien evel gwechall. Tud eus an « tu-dehou pellañ » a zo. Ha muioc’h-mui. E Diwan evel e kevredigezhioù all. Marteze ez eus tud « eus an tu-dehou pellañ » e KLT ivez. Peogwir n’emañ ket Sébastien Delogu pe Sandrine Rousseau pe lern kozh an Emsav eus an tu-kleiz o lavarout « c’hwi zo ur faskour » el logelloù-mouezhiañ pa vez kemeret ur paper-votiñ « RN » gant Yann-Bêr Lagadeg.

Ur sektenn eo deuet da vezañ an Emsav evit ar brezhoneg abalamour d’an tu-kleiz. Ur sektennig, ur bedig, bihanoc’h-bihanañ. Seul vuioc’h a dud a vez o teskiñ brezhoneg seul strisoc’h an Emsav. Perak ne teu ket ar vrezhonegerien nevez d’hor manifestadegoù ? Peogwir ne fell ket dezho emezeliñ d’ur sektenn, d’ur chapel antifa ken diamzeriet, blaz ar c’hozh hag ar bloavezhioù 70-90 ganti !

Crédit photo : KLT
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ar vanifestadeg evit an anvioù-lec’h brezhonek nullet e Plouezoc’h abalamour d’ar gaochisted”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Iskis eo o disentez memestra rak talvezout a ra e vo tra-walc’h hiviziken e lavarfe paotred ar PNB e aint d’ur vanifestadeg evit ma vefe nulet ! Penaos lavarout « ils se tirent une balle dans le pied ? »
    Trist eo rak ur stourm a zoare eo stourm an anvioù-lec’h : drezo e chom bev hor bro.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

États-Unis : plongée dans l’engrenage de la violence politique d’extrême gauche [Vidéo]

Découvrir l'article

International

Irlande du Nord : un nouveau groupe armé républicain et anti immigration menace des élus

Découvrir l'article

International

Antifa dans l’ombre : le réseau numérique clandestin qui infiltre l’Europe

Découvrir l'article

International

Sécurité des femmes en Irlande du Nord : un groupe féministe anti-immigration distribue des poings américains décoratifs roses lors d’une manifestation à Belfast

Découvrir l'article

Sociétal, Tribune libre

Le Canon Français, Jean-Eudes Gannat, le Jarl…quand les forts prospèrent et que la victimisation cesse, les faibles s’éteignent

Découvrir l'article

International

Confessions d’un ex-Antifa : « Nous étions des enfants en colère, drogués à la haine du monde blanc »

Découvrir l'article

Ensauvagement, International, Politique, Sociétal

Allemagne : des antifas incendient un pavillon princier au nom de la « lutte des classes » [Vidéo]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

A La Une, CARHAIX, International, Local, Société

Salon du livre de Carhaix : Les islamo-gauchistes se paient le militant Kabyle Ferhat Mehenni, président d’honneur

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Manifestadegoù evit an Adunvanidigezh : Kafka e Breizh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky