Anavezet mat eo site ar Bretonnière e karter La Fontaine des Eaux e Dinan evit an trafikañ dramm a zo o vreinañ buhez ar vretoned o chom enni. D’an noz etre an 22 hag an 23 a viz ebrel zo bet klevet tennoù er site. 3 zaol a zo bet klevet gant an dud. Un enklask a zo bet lañse evit gouzout petra zo c’hoarvezet.
Met gouzout a ra dija an archerien ez eus ur seurt brezel etre trafikourien dramm er c’harter. Ur folenn evit gervel an testoù da reiñ titouroù d’an archerien a zo bet lakaet er boestoù lizhiri.
Da c’hortoz, e vo gwelet muioc’h a archerien er c’harter kar ouzhpenn da batrouilhoù ar PSIG hag ar Vrigadenn Diriadel e vo kaset ur vrigadenn ouzhpenn evit kontroliñ an dud.
Siwazh, cheñchet en deus kalz La Fontaine des Eaux e-korf 10 vloaz, gant poblañsoù nevez o deus graet o annez er c’harter ha, ganto, eo erruet trafikourien a bep seurt, trafikourien dramm dreist-holl.
Crédit photos : kont Facebook
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine