Nevezinti vat d’ar gatoliked, ar gazetenn gatolik en-linenn Riposte Catholique a zo deuet en-dro abaoe ar 25 a viz even.
D’ar 25 a viz meurzh e oa bet serret gant he rener Guillaume de Thieulloy. Diwar meur a abeg, met unan a oa e penn anezhe : penaos komz en un doare reizh ha kempouez eus ar feulster reizhel hag all en iliz ?
Met etretant en deus adkemeret ur c’henlabourer kozh an anv « Riposte Catholique » ha lañset ul lec’hienn kelaouiñ all anvet ivez Riposte Catholique (hep an diretenn aze) ha gant ar memes doare ha logo.
Feiz ! Un diforc’h zo etre an div lec’hienn memestra : an hini « kanal nevez » a zo istitlet « resurrexit ».
Daou Riposte Catholique a vo hiviziken. Gant ma teuint a-benn d’en em glevet ha da dennañ da beoc’h.
A-hend-all evit ar gatoliked brezhon kar-o-yezh ha kar-o-bro, n’eus ket nemet ul lec’hienn gelaouiñ ispisializet, hini Ar Gedour evel just.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.