Oristano : kitoù evit deskiñ ar sardeg roet d’ar skolioù

E kêr Oristano (Aristhanis e sardeg), e kornôg Bro Sardinia ma vez komzet sardeg, ez eus peder skol. Kerbenn proviñs Oristano eo ar gêr. Hag er proviñs-se ez eus ur raktres kas war-raok al « limba sarda » (ar yezh sardek) er skolioù kentañ derez: « Limba sarda, limba de s’identitade, limba de su mundu » e anv. D’ar 15 a viz meurzh ez eus bet roet kitoù da zeskiñ ar yezh da holl skolioù ar c’humun gant ar c’huzulier-kêr e karg eus ar skolioù. Ganto e c’hello mistri ar skol kinnig abadennoù tañva d’ar sardeg d’ar vugale.

Ar rannyezh arboreg eo a vez komzer tro-dro Oristano.

Crédit photo : Pixabay (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS