Ar scots anavezet gant Spotify

Iona Fyfe a zo ur ganerez folk skosad eus Huntly e bro Aberdeen hag a gan e scots. Nevez zo e taolas fed war un draig : ar scots oa ar yezh minorelaet nemeti eus ar Rouantelezh-Unanet ha ne oa ket anavezet gant Spotify. Rolloù kanaouennoù e gouezeleg eus Bro-Skos, e gouezeleg eus Bro-Iwerzhon, e manaveg hag e kerneveureg a oa met hini ebet e skoteg. Mont a reas an afer betek Holyrood, ar parlamant emren eus Bro-Skos. Clare Adamson ur gannadez SNP, degemennet gant Iona Fyfe, a skrivas da zDaniel Ek, patrom Spotify, da c’houlenn gantañ cheñch an traoù.

Peuzgoude e resevas ar ganadez ur respont digant Spotify. Lakaet e oa bet ar scots e roll ar rummoù a c’hell an nen dibab war ar savenn streaming.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS