Plouvien (Bro-Leon) : Sant-Jaoua adkavet !

Publicité

Laeret e oa bet delwenn Sant-Jaoua, ur sant breizhad ma’z eus unan, en e chapel eus Plouvien, e Bro-Leon. Met pegoulz ? Den ne oar, disul tremenet nemetken, deiz ar pardon, e oa bet stadet al laeroñsi gant ar fideled o tont er gouel. Dilun e teuas implijidi ar gumun da netaat al lec’h ha sellet e-barzh ar feunteun gant al labourerien. Awenet gant ar spered santel ? En dour e oa Jaoua ! Torret dre an hanter siwazh.

Ha kouezhet e vefe bet e-unan ? O c’houzout emañ staliet Sant-Jaoua a-us d’ar feunteun… « N’eo ket posubl ! » eme an ti-kêr. Tennet eo bet diwar he sichenn. Met re bounner e oa marteze evit al laer ha ne voe ket ar paourkaezh paotr gwan (gantañ un ene ken gwan all ‘m eus aon !) evit mont kuit gant an delwenn.

Emañ ar chapel (XVIvet kantved) o paouez bezañ renevezet.

Savet en deus klemm an ti-kêr.

Crédit photo : Lec’hienn ti-kêr Plouvien

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Plouvien (Bro-Leon) : Sant-Jaoua adkavet !”

  1. René Le Honzec dit :

    Un istoer fentus é rag a benn-er-fin, sant Jaouan e zo én dro genom, mêm hanter!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Kêr bPloue he deus sinet live 2 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.