Setu daou gampion ! Ar sizhun dremenet e oa an archerien o kontrollañ otoioù e Tredrez-Lokemo, e Bro Dreger. A-daol trumm e well ar soudarded ur bleiner oc’h ober un dorradur da reolennoù an hentoù. Just dirazo ! E-barzh an oto e klevont c’hwezh ar butun drol. Ha kreñv ar c’hwezh !
Burzhud ! En adreñv e wellont ivez pezhoù dilhad dindan blisters. Evel ma vefent bet laeret… ha justawalc’h e oa bet disklêriet ul laeroñsi e Intersport Sant-Kae-Perroz un nebeut deizioù a-raok. Setu un taol chañs ma zo unan !
E-barzh an oto, daou baotr. N’int ket eus ar vro. Unan anezho a zo dindan OQTF memes. N’eus ket droad bezañ o chom nag e Breizh nag e Bro C’hall !
E miz du e vo barnet an daou bichon. Da c’hortoz n’eo ket sur ez aint en toull-bac’h.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine