
Tarzhadenn e purerezh Donez (44) : Air PL oc’h wiriekaat kalite an aer
Un darzhadenn a zo bet ar sadorn-mañ tro 4e mintin e purerezh Total e Donez e bro Sant-Nazer. Mouget eo bet an tan met mogedoù a vez gwelet c’hoazh o vont kuit eus ar burerezh. Galvet en deus Total Air PL, un embregerezh neptu, da wiriekaat kalite an aer tro-dro d’al labouradeg. Emañ Air PL o labourat d’an eur ma