
Maurepas/Roazhon : an tennour (sañset) serret e Mayotte
Daou baotr a oa bet lazhet en un taol d’an 28 a viz meurzh e karter Maurepas e Roazhon. Krediñ a ra ar boliserien eo c’hoarvezet ar fuzuilhadeg-mañ abalamour d’an trafikañ dramm. D’al lun 3 a viz ebrel eo bet serret an hini a zo sañset bezañ an tennour. Gant e voutig (ganet er C’homore) en doa tec’het kuit eus