Kaorel : un ti-hañv tanflammet gant an FLB
E Kaorel, ‘tal-kichen Gwerledan e Kreiz Breizh, ez eus bet lakaet tan en un ti-hañv etre dimeurzh ha dimerc’her dremenet. Ne oa den ebet en ti ha torret zo bet ur werenn gant an torfedourien evit mont e-barzh. A-raok mont kuit o deus taget « FLB » ouzh an ti. Un ti « nevez-breizhad » e oa ha ne oa ket un ti kozh